1001 Gedichten

1001 gedichten

Zet ook uw gedichten op 1001Gedichten.nl

Heeft u nog geen account? Meld u gratis aan!

Print dit gedicht
vorige gedicht

D'an Douéez Douar.

Diwar Ho penn, an Douéez Douar,
ar Vamm d'an Holl, ez an da ganañ.
Ar start dindan va zreid oc'h C'hwi, an Hini azeuletañ.
Magañ a rit pep tra a vev er bed.
Magañ a rit ar pezh a zeu da vevañ
war an douar puilh kenkoulz hag er mor.
Magañ a rit ar pezh a nij en aer
ha pep hini a en em vag war Ho levenez.

Eus C'hwi e zeu ar vugale gaer
kenkoulz hag an eostoù mat.
Hini galloudus, Deoc'h eo da reiñ buhez
ha da gemer en-dro Ho krouadurioù marvel.
Laouen eo an neb Ho peus c'hoant da enoriñ.
Dezhañ ne vo ket dinac'het tra.
E atil a ro bevañs a zo stank a blant
hag e ra berzh dre ar saout en e beurioù.
E di a zo leun a draoù talvoudus.

"Tud a seurt-se a ren ar c'herioù,"
emezo ar merc'hed kaer, "gant lezennoù reizh:
degas a reont eürusted vras ha puilhentez;
ez-pragus e tiskouezo ar baotred o c'hened
gant levenez yaouank hag ez ebato ar plac'hed
en ur ganañ e korioù gant levenez en o c'halonoù
war bleuniennoù dous ar peurvan hag ez ebato
en ur zougen meur a vleunienn evel kurunennoù !!"

O Douéez doujadus, Renerez haelionus,
enoriñ a rit anezho !! Bezit al levenez,
Mamm an Douéed, Pried d'an Neñv steredennet !!
Mar ne blij ket Deoc'h ar meulgan-mañ,
bezit ar vadelezh din evit ma
chomo mat va buhez, evel atav !!
Setu perak da gounaat ur meulgan diwar Ho penn
kenkoulz ha diwar-benn un hini all bennak !! [*]

[Hesiod's Homeric Hymn 30: To Earth, the Mother of All.]

Troidigezh gant 白狐

-- NOTE --

[* Adonis, Attis . . . ]

vorige gedicht
Toevoegen aan favorieten

Ingezonden door

Geplaatst op

Geef uw waardering

Op basis van 1 stemmen krijgt dit gedicht 1 van de 5 sterren.

Social Media

Tags

Aarde Godin Macht Moeder Voorspoed Vreugde

Reacties op ‘D'an Douéez Douar.’

Er zijn nog geen reacties geplaatst bij dit gedicht, een reactie plaatsen kan hieronder!

Reageren

We gebruiken uw gegevens alleen om te reageren op uw bericht. Meer info leest u in onze Privacy & Cookie Policy.

Wilt u direct kunnen reageren zonder elke keer naam en e-mailadres in te voeren? Meld u hier aan voor een account!

D'an Douéez Douar.