1001 Gedichten

1001 gedichten

Zet ook uw gedichten op 1001Gedichten.nl

Heeft u nog geen account? Meld u gratis aan!

Print dit gedicht
vorige gedicht

Va Gwir Pried

8x Akka Mahadevi e Brezhoneg [白狐]:

-- I --

Maya am eus evel lezvamm
ar bed evel leztad
tri lezvreur tigrheñvel
soñjoù va fried seurtanvet
a zo leun a vaouezed o c'hoarzhin
ha n'hellan ket enebiñ c'hoazh
ouzh va lezc'hoar, met ur wech
e ouezin achap ouzh ar bebrenn-se
hag ez in o vevañ en difealded
gant va Aotrou gwenn-jesmi

Va pemp skiant a zo va itron a-lez
oc'h unanaat ez on
dre o mennozh gant va Aotrou
un Aotrou ken káer
Eñ a chom war leinioù-menez
va Aotrou gwenn-jesmi
hag e teuio da vezañ va gwir pried
_ _ _ _ _

-- II --

Divrall war varc'h dreist menezioù safirek
o tougen sandalennoù loarmaenek
o kornal kornoù hir
o S'hiva, pevare Ho stardin
ouzh va divronn pod-pri-heñvel ?!

O Aotrou gwenn-jesmi
pevare ez in erruet du-se
diwisket mezh gant ar c'horf
ha hejet gwerc'hted ar galon
_ _ _ _ _

-- III --

Evel ur preñv-seiz ez on
a wiad ez-karantezus e di eus e vêl
evit mervel en neud e pun tro-dro dezhañ e-unan
birviñ a ran gant c'hoant d'ar pezh a c'hoant ar galon
doñva va c'hoantegezh, o Aotrou
ha diskouez me Ho hent-tec'h
o Aotrou gwenn-jesmi
_ _ _ _ _

-- IV --

Trafiket En deus va c'halon
preizhataet va c'horf
goulennet start evel truaj va flijadur
va c'hemeret En deus em fezh
maouez ar garantez on
d'am Aotrou gwenn-jesmi
_ _ _ _ _

-- V --

Goude deut da vezañ va c'horf C'hwi Hoc'h-unan
piv a servijfen c'hoazh
goude deut da vezañ va spered C'hwi Hoc'h-unan
da biv a drofen c'hoazh
goude bezañ kollet va emouiziegezh ennoc'h-C'hwi
piv anavezout c'hoazh
en ur vezañ C'hwi ennoc'h-C'hwi
Aotrou gwenn-jesmi
em eus Ho tisoñjet ganeoc'h-C'hwi
_ _ _ _ _

-- VI --

Pa oan hep gouzout diwar va fenn-me
pelec'h edoc'h C'hwi ?!
evel liv en aour edoc'h C'hwi ennon
da neuze e welis ennoc'h
Aotrou gwenn-jesmi
digenveizad Ho natur ennon
hag e weler neblec'h ur gourem
_ _ _ _ _

-- VII -

Da c'houzout pep tra, da betra 'servij
pa n'en em anavezer ket ?!
hag emañ ar respont en diabarzh
perak goulenn digant unan bennak ?!
o Aotrou gwenn-jesmi, deskit din
penaos Hoc'h anavezout
_ _ _ _ _

-- VIII --

Evel ur marmouz en uhelañ penn ur peul
evel ur vargodenn istribilh diouzh an neud
e oan o c'hoari e-giz m'am c'hoariec'h
e oan o vevañ e-giz ma plije dit
betek ma lârjoc'h, Aotrou gwenn-jesmi
Eñ a dalc'h o vont rodeg an Hollved:
"Bremañ eo a-walc'h"

[Bremañ e c'hellez hen ober te da-unan]
_ _ _ _ _

vorige gedicht
Toevoegen aan favorieten

Ingezonden door

Geplaatst op

Geef uw waardering

Er is 0 keer gestemd.

Social Media

Tags

Bhakti Echtgenoot Eenheid Hindoeisme Jasmijn Shiva

Reacties op ‘Va Gwir Pried’

Er zijn nog geen reacties geplaatst bij dit gedicht, een reactie plaatsen kan hieronder!

Reageren

Ik ga akkoord met de voorwaarden (opent in nieuw venster)

Wilt u direct kunnen reageren zonder elke keer naam en e-mailadres in te voeren? Meld u hier aan voor een account!

Va Gwir Pried
0 0