1001 Gedichten

1001 gedichten

Zet ook uw gedichten op 1001Gedichten.nl

Heeft u nog geen account? Meld u gratis aan!

Print dit gedicht
vorige gedicht

Pa'm eus naon ...

5x Akka Mahadevi e Brezhoneg:

-- I --

[En diouer n'emaon a dra ebet]

Pa'm eus naon e klaskan boued e kêr
pa'm eus sec'hed ez an
d'ul lenn, d'ur feunteun pe d'ur stêr
pa'm eus c'hoant kousket ganin
e tibaban evidon-me
dismantroù un templ pe un ti
Aotrou gwenn-jesmi
ur c'hile am eus ganeoc'h-C'hwi
_ _ _ _ _

-- II --

O, Aotrou, selaouit ouzhin
pa vefec'h ar vadelezh din
pe e vezit digas ouzhin
pa vefe droug ennoc'h ouzhin
kavout peoc'h ne ran ket em c'halon
nemet ha kanañ a ran diwar Ho fenn

O, Aotrou, degemerit me
pa vefec'h ar vadelezh din
pe na'm degemerit ket
pa vefe droug ennoc'h ouzhin
kavout peoc'h ne ran ket em c'halon
nemet hag Hoc'h azeuliñ a ran

O, Aotrou, karit me
pa vefec'h ar vadelezh din
pe na'm c'harit ket
pa vefe droug ennoc'h ouzhin
kavout peoc'h ne ran ket em c'halon
nemet hag Ho terc'hel a ran em divrec'h

O, Aotrou, sellit ouzhin
pa vefec'h ar vadelezh din
pe na sellit ket ouzhin
pa vefe droug ennoc'h ouzhin
kavout peoc'h ne ran ket em c'halon
nemet ha va selloù a vez paret warnoc'h
trec'het gant an hiraezh

O, Aotrou gwenn-jesmi
Hoc'h azeuliñ a ran ha krenañ gant an dudi
_ _ _ _ _

-- III --

Karout a ran an Hini Káer
Eñ a zo hep marv, hep tro da fall
hep stumm, lec'h, tu, dibenn pe blustrennoù
me Hen kar, o mamm -- selaou 'ta
karout a ran an Hini Káer
Eñ a zo hep stagell pe aon
hep noueañs, bro pe vein-harz
evit merkañ E gened
setu ar perag a'm Aotrou gwenn-jesmi
da vezañ va fried
kemerit ar bried-mañ a varv ha dro da fall
hag e taolit anezho en ho fornigelloù
_ _ _ _ _

-- IV --

O mamm, deviñ a raen en un tan diflamm
o mamm, gouzañv a raen gant ur c'hloaz diwad
o mamm, en em ruilhal a raen hep plijadur
en ur garout va Aotrou gwenn-jesmi
e kantreaen dre vedoù diwirheñvel
_ _ _ _ _

-- V --

Va c'horf a zo teil, va spered a zo ec'honder
e peseurt a begin, o Aotrou ?!
penaos ha petra a soñjin eus C'hwi ?!
troc'hit a-dreuz d'am emdouell
o Aotrou gwenn-jesmi
_ _ _ _ _

vorige gedicht
Toevoegen aan favorieten

Ingezonden door

Geplaatst op

Geef uw waardering

Op basis van 1 stemmen krijgt dit gedicht 1 van de 5 sterren.

Social Media

Tags

Bedelen Bhakti Hindoeisme Jasmijn Shiva Zwerven

Reacties op ‘Pa'm eus naon ...’

Er zijn nog geen reacties geplaatst bij dit gedicht, een reactie plaatsen kan hieronder!

Reageren

We gebruiken uw gegevens alleen om te reageren op uw bericht. Meer info leest u in onze Privacy & Cookie Policy.

Wilt u direct kunnen reageren zonder elke keer naam en e-mailadres in te voeren? Meld u hier aan voor een account!

Pa'm eus naon ...