Va dimezet o deus
4x Akka Mahadevi e Brezhoneg:
-- I --
War ul leur e gwervaen
hag ur savenn e ruzvaen
tost d'ur piler e diamant
gant pallennoù-moger e aour
ez on bet dimezet
tud santel o deus va dimezet
Gant an neudenn-gankan
en dorn evit liammañ
hag an ed-akchat en dorn
evit teurel ouzh ar pried
va Aotrou gwenn-jesmi
o deus va dimezet
[kankan = bracelet // akshat = intact, virginal]
_ _ _ _ _
-- II --
C'hwi 'zo ar c'hoad, C'hwi 'zo
pep gwezenn uhel er c'hoad
C'hwi 'zo an evned hag al loened
o c'hoari e-barzh hag e-maez ar gwez
o, Aotrou gwenn-jesmi, magañ a rit
hag ivez ez oc'h maget gant pep tra
perak 'ta nompas diskouez din Ho tremm ?!
_ _ _ _ _
-- III --
Gwazed all a vez evel drein
dindan delioù levn
evit stekiñ outo n'on ket
na tostaat outo
na fiziout enno
na lavarout dezho kuzhutoù
mamm, rak an holl anezho
o deus drein en o bruchedoù
n'on ket evit briata gwaz ebet
nemet va Aotrou gwenn-jesmi
_ _ _ _ _
-- IV --
C'hoar, selaou 'ta, en un huñvre e welen
ur gorav gant plezhennigoù ruz
deut e oa evidon kas gantañ
ouzh e vriata e oan souezhet-tre
gwelout a raen an Aotrou gwenn-jesmi
me a serras ha digoras va daoulagad
met o klaskañ warnon-me
n'hellen ken va c'havout
_ _ _ _ _
Reacties op ‘Va dimezet o deus’
Er zijn nog geen reacties geplaatst bij dit gedicht, een reactie plaatsen kan hieronder!